Al Liamm

  • The Catcher in the Rye.
    Just a-raok Nedeleg eo bet skarzhet Holden Caulfield eus e lise cheuc'h. Kantren a raio neuze dre kêr New York e-pad tri devezh.
    Da heul ar paotr dreistkizidik, sorc'hennet gant ar seks ha heuget gant pilpouzerezh bed ar re vras e vo kaset al lenner.

    Tri devezh-pad evit ober anaoudegezh gant ar bourc'hiz yaouank ravoltet.
    Amzer d'en em dommañ outañ hag ouzh al luziet m'eo bed ar grennarded, da dizhout e ene tener dindan e zoareoù rebours ?

empty